Melusina

Pajenn miz Meurzh an dornskrid
Les Très Riches Heures du duc de Berry
(1411-1416)
a ziskouez Melusina o nijal a-us kastell Lusignan.


Ur pennad Melusine zo ivez.

Melusina eo anv unan eus tudennoù faltazius Europa ar Grennamzer, a gaver skeudennet e lennegezh hag arz ar mare evel ur vaouez ul lost naer dezhi e-lec'h divhar.

 Gant ar skrivagner gall Jean d'Arras (dibenn ar XIVvet kantved) e voe staliet Melusina en Istor al lennegezh, pa voe embannet e skrid e komz-plaen Mélusine ou la Noble Histoire de Lusignan e 1392, a aozas diwar goulenn an dug Jean Iañ de Berry (1340-1416)[1],[2].

 E deroù ar XVvet kantved e voe embannet Le Roman de Parthenay ou de Lusignen, ur skrid 7 000 gwerzenn eizhtroadek ennañ bet aozet diwar goulenn Guillaume VII de Parthenay-l'Archevêque, aotrou Parthenay, gant ur c'hloareg deuet eus Poatev da Bariz anvet Cou(l)drette. Dre m'eo an danvez heñvel ouzh hini skrid Jean d'Arras ez eus bet ouzhpennet Roman de Mélusine ouzh an talbenn orin[3].

 E Lusignan e departamant ar Vienne e c'hoarvez an istor. Ur gwengel bet ganet e Poatev eo neuze, a zo bet strewet dre Europa a-bezh dre droidigezhioù alamanek ha saoznek pergen, kent bezañ azasaet e meur a zoare adalek an XVIIIvet kantved betek hon amzer.
E-pad c'hwec'h kantved eta ez eo bet gwengel Melusina un awen evit arzourien Europa, o deus maget ar vojenn en tu all d'he fal politikel orin, betek ma vevfe e-maez pep marevezh.

  1. (fr) Jean d'Arras (1392), Mélusine ou la Noble Histoire de Lusignan, Le Livre de Poche, 2003 (ISBN 978-2-2530-6679-0)
  2. (fr) Jean d'Arras, Mélusine – Roman du XIVe siècle publié pour la première fois d'après le manuscrit de la Bibliothèque de l'Arsenal avec les variantes des manuscrits de la Bibliothèque Nationale par Louis Stouff, Slatkine Reprints, 2013 (ISBN 978-2-0510-2612-3)
  3. (fr) Couldrette, Le Roman de Mélusine ou Histoire de Lusignan par Coudrette, Méridiens-Klincksiek, 1982 (ISBN 978-2-86563-019-6)

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search